BOA logo

Lizher 81a : Lizher skrivet d'ar 14. 01.1916.

- Par Radio Bro Gwened

10 min 36 sec 25 septembre 2012

Dans cet épisode
on discute :

Lec'h : E St-Mard. Achumant an diskuizh bras. ///Eh aomp da gerzhet e-pad pevar devezh !... Eh aomp arre d'an toulloù milliget-se... Erru a ra bemdez merc'hed amañ... Siwazh ! plijadur am behe é vonet d'ar gêr... Spontiñ a ran pa soñjan ec'h erruahe un deiz ma vehe ret din arre ho kuitaat... Ne laoskan enta ma spered da ziskuizh 'met an nebeutañ ma c'hellan ... Eh on evel un den arall, distaget doc'h kement tra zo... Ned on 'met ur soudard etre daouarn ar re en deus perzh àrnin... Petra gober doc'h traoù ha ned oc'h ket mestr dezhe ? Ar pezh a zle bout a vo. Na gemerit ket poan get ar pezh a zo bet... Ar c'horf ne senefi ket kalz a dra.... Na kaeroc'h e-leizh plijadur daou spered [...] div galon [...] en em gar mat etreze... Mar em bo ar boneur da zistreiñ d'ar gêr... Rac'h an traoù arall ne dalvont netra e-tal hennezh... Pedit c'hoazh evit ho Loeiz, rak an deizioù-mañ e vo mizer c'hoazh.../// Lec'h ma vez soudarded e vez... maouezed ; maouezed é tonet da welet o friedoù.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2025 Radio BOA