Hiziv e lakaomp bleunioù en hor blev hir e « Larsen ha Mediator ». E 1967 ez eus un dispac'h sevenadurel o vont en-dro, e episañtr o vezañ San Francisco. E 1965 eo bet implijet ar ger « hippie » evit ar wech kentañ gant an Examiner, ur gazetenn lec'hel. E nebeutoc'h evit daou vloaz eo deuet karter Haight Ashbury da vezañ diazlec'h ar vuhez e kumuniezh, war batrom strolladoù evel The Grateful Dead, Quicksilver Messenger Service pe Jefferson Airplane. An doare bevañ-se zo diazezet war ur menoz simpl-tre : evit cheñch ar bed eo ret kregiñ o cheñch e vuhez. Ar bandennadoù tud yaouank oc'h en em vodañ a-hed ar Golden Gate o deus ur sell nevez war ar pezh a zle bezañ an darempredoù etre an dud, gant muioc'h a gevatalter etre ar reizhoù, etre ar gouennoù. Peace and love eo o ger-stur !
Playlist :
- The Charlatans : Alabama bound
- « The hippie temptation » : 22/08/67 CBS News serie « Who, What, Where, When, Why » (pennadoù)
- « Perak ne garit ket an hippies ? » Atersadenn Ruth McAlister, annezadez Haigh Ashbury « summer of love airs », stirad American experience 25/07/2017 war PBS
- Big Brother and the Holding Company : Down on me
- Janis Joplin : Mercedes Benz
- Timothy Leary : Turn on (e-pad human be-in San Francisco)
- Country Joe and the Fish : Flying high
- The Youngbloods : Get together (foñs son)
- Moby Grape : Come in the morning
- Moby Grape : Ain't no use
- The Warlocks : Can't come down