Setu-ni bremañ war ar West Coast e deroù ar bloavezhioù 60. N'eo ket stank ar plijadurioù evit re yaouank ar baby-boom. Ar surf zo deuet da vezañ diouzh ar c'hiz abaoe un dek vloaz bennak kostez Malibu. Unan eus ar sportoù embreget gant ar baotred yaouank war an deiz a-raok douseta diouzh an noz tro-dro d'un tantad war an draezhenn en ur selaou tonioù, hep pozioù peurliesañ, leun a c'hitarioù glebiet er reverb hag en heklevioù : splujomp er surf rock !
Playlist :
- Sol Hoopi : fascinatin' rhythm (foñs son)
- Trailer « Beach party tonight » American International Pictures 1963
- The surfaris : Wipe out
- The Ventures : Walk, don't run
- Annette Funicello : Surfer's holiday
- The Beach Boys : Surfin'
- The Beach Boys : Surfin' USA
- The Beach Boys : God only knows
- Jan and Dean : Surf City
- The Honeys : Surfin' down the Swanee river
- Dick Dale : Misirlou
Levrlennadur :
« Rolling Stone Special California Dreamin' » HS 17