Moarvat 'peus bet klevet komz deus Traoñienn ar Sent ba kreiz Breizh met marteze a-walc'h 'peus ket klevet komz c'hoazh deus Stone Breizh, ar raktres sevel ba Karaez ur c'hrommlec'h ledanoc'h evit hini Stonehenge ! Dek deiz zo oa arriet kentañ maen-hir, kentañ peulvan StoneBreizh war dosenn Penn ar Roz, chareet war ur c'hamion ha degaset betek ur savenn douar. Disul e vo savet en e-sav a-nerzh brec'h ! Un daou-c'hant den bennaket a vo afer da sachañ war ar gordenn !
En amzer da zont e c'hallfe Stone Breizh dont da vezañ ul lec'h souezhus, « ur grouidigezh diwar an amzer dremenet » hervez e grouerien, « ul lec'h speredel da zegemer tantad gouel Yann pe c'hoazh da lidañ an identelezh vreizhek » !
Edouard ar Skañv zo kazel-ha-kazel gant Fulup Abjean, krouer Traoñienn ar Sent, e-barzh an avañtur-se. Konto 'ra demp hiroc'h ouzh mikro Tomaz Laken.