A-benn bremañ eo bet diskouezet e meur a lec'h e Breizh ar film Media Crash. « Emañ 90 % eus ar mediaoù bras a zo er Frañs e-barzh daouarnoù nav miliarder... », eme sevenerien ar film ! En teulfilm-se e vez diskouezet gant ar gazetennerien Luc Hermann ha Valentine Oberti penaos e c'hall bezañ heñchet ar c'heleier e-barzh ar mediaoù brasañ gant an industrialourien a zo perc'henn warne. Emañ tud Splann!, media enklask dizalc'h, o sikour brudañ ar film-se un tamm. Ur film graet gant kazetennerien deus Premières Lignes ha Mediapart. Savet oa bet Splann! just a-walc'h diwar skouer Disclose, ur media enklask brasoc'h, bet krouet a-benn stourm deus dalc'h un dornad pinvidien war ar mediaoù prevez... Emaomp gant ar gazetennerez Juliette Cabaço Roger a zo perzh ba'r media Splann!