D'ar sadorn 5 a viz Meurzh ez eus bet ur vanifestadeg vras e Gwengamp evit difenn an Ospital. Tomaz Laken a oa eno gant e mikro, klevet 'vo e reportaj gant Lena Boisard-Le Coat ha Yann-Fañch Durand.
Lodenn gentann pennad-kaoz ar sizhun diwar benn ar CIAP, Coopérative d'Installation en Agriculture Paysanne, ur stummadur evit sikour an dud d'em staliañ en un ti-feurm. Pierre-Yves Panse a zo bet stummet 'bloaz paset ha kontañ a ra deomp e istor.
Kronikoù boaz : A-ramp war'r gomz gant Yann-Bêr Piriou o komz deus Añjela Duval. Peseurt mod 'vez lâret gant Yannick Souffez o kontañ deus brezhoneg bro Molan, deus mikro Beñjamin Bouard.
Sonerezh : Chancha via circuito, John Maus, Calypso Rose, Altin Gun, Sans Salvador.