En abadenn, d'al lun 6 a viz Kerzu, Jean-Louis Mée, un den deus bro-Dreger, a displeg deomp, deus mikro Tomaz Laken, penaos tremen an traoù evit ar pesketaerezh hag an aotreoù-pesketa.
Pennad-kaoz kentañ ar sizhun gant Yuna Kojean, evit kaozeal deus plas ar merc'hed er politikerezh e Breizh. Hiriv 'vo klevet Lena Louarn, bet bez-prezidantez er Ranvro.
Kronikenn 2 vunutenn 'vit kompren diwar-benn an dour o virvilh ha War hentoù an antroposen diwar benn ar saotradurioù kuzh, dreis-holl saotradur ar plom.
Sonerezh : Insch, duo Karavãn, Natah Big Band, Electric Mamba, Houtondji.