E miz Even eo deuet maez ur gelaouenn nevez flamm : Glaz hec'h anv. Glaz 'vel liv an natur, ha just a walc'h, 'bar gelaouenn e vez fotoioù ha tresadennoù deus an natur ha deus al loened deus ar re gaerañ.
Emmanuel Holder, kronikour e Radio Kreiz Breizh, en deus savet ar gelaouenn c'hwec'hmiziek-mañ, embannet gat Coop Breizh, gant ar c'hoant degas preder ha gouiziegezh d'an holl.
Gerard Gwenn en deus skrivet ur pennad diwar-benn an dour e eil niverenn ar gelaouenn.