Abaoe 2014 e vez niverelaet muioc'h muiañ an darempredoù etre an dud dibaper hag ar prefetioù. Kenurzhierezh ar strolladoù a sikour hag a zegemer ar migranted o deus galvet d'em vodañ dirak prefetioù Breizh evit stourm a-enep d'un situasion start kenañ evit ar re dibaper n'hallont ket ken bezañ en darempred d'un doare denel gant ar servijoù publik. Pierre Beaugendre, ezel deus ar gevredigezh Meskaj, a zegemer migranted yaouank a gont hirorc'h deomp.
Hag an harrellerezh a lak ivez bern tud en arvar, 1 bugel war dek a zo taget, dre vras e Bro-C'hall. Ar sizhun tremenet e oa ur prantad kizidikaat e bro Frañs, tamm gentañ pennad kaoz ar sun gant Gregory Evenas, penn kasour ar skolaj lise Diwan e Gwened.
Ha kronikennoù beajiñ gant Meriadeg bet e Bro C'hres ha Loeiz Bellek o kontañ deomp muioc'h war ar vuhez war ar blanedenn Meurzh en e gronikenn War hentoù an Antroposen. Hag ar gronikenn 2 vunutenn 'vit kompren gant Morgane Bramoulé a Radio Kerne.