Abaoe miz C'hwevrer emañ tud skolidi hentenn divyezhek an RPI Pleuzal-Runan o c'houlenn ma vo digoret ur post ouzhpenn a-benn gwellaat ar mod ma vez kelennet d'o bugale. Disadorn e oa un toullad anezhe, deuet betek ti-skol o moused evit aozañ ar sal kinniget gant kumun Pleuzal hag a c'hallfe degemer ur c'hlasad all. Prest an traoù bremañ, eme tud ar vugale, ne vank nemet ur skolaer pe ur skoalerez !