BOA logo

Klasajoù leun-chouk e skolaj Diwan Bro-Dreger !

- Par Radio Bro Gwened

10 septembre 2021

Dans cet épisode
on discute :

War-dro 200 skolajiad ha skolajiadez a oa gortozet a-benn an distro-skol-mañ e skolaj Plijidi. A-benn ar fin zo bet 17 den yaouank ouzhpenn o c'houlenn bezañ degemeret e skolaj Diwan Bro-Dreger. Betek deizioù kentañ miz Gwengolo he deus ar renerez Soaz Planteg-Rouzig enskrivet krennarded nevez. Darn anezhe o tont deus skolioù divyezhek ar vro ha chomet o fri war ar gloued blam m'he deus nac'het ar rektoriezh digeriñ un toullad klasajoù e skolajoù divyezhek ar vro, evel e Kallag, Plouha, peotramant c'hoazh Lanmeur. Goulenn a ra skipailh pedagogel Plijidi digant ar rektoriezh kaout peadra da gelenn d'ar grennarded evel zo gleet. Hiroc'h gant Gwenola Koig, en karg deus ar bedagogiezh er skolaj. Ouzh mikro Tomaz Laken.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA