Emañ paotr yaouank Tregastell o pleal er mare-mañ gant ul levr rekipeoù divyezhek, danvez ennañ da soupren an dud. Kar keginañ a ra hardî gant louzoù kavet en e liorzh, bezhin serret e bord ar mor peotramant gant plant dastumet gantañ en ur vont dre gwinojennoù ar vro.
Tim Lipouz, sell aze anv e vikro-embregerezh. Hemañ a gegina evit strollaoù tud, gallout a ra mont da geginañ da di an dud ha buheziñ a ra ivez abadennoù keginañ lec'h ma 'n devez plijadur oc'h eskemm gant ar reoù all, oc'h esa mont bepred etrezek plajoù vejetalian...