Ar Gwell, met petra eo an dra-se 'ta ?
Ur rekipe laezh-tev, graet diwar laezh gouennou saout ar vro.
Ur produ lakaet en go a drugarez d'ur goell kozh deuet pell zo ba menajou ar vro... Hiroc'h a vo klevet gant Marion Henry, a zo e-mesk an nebeud a broduerien Gwell e Breizh, war menaj ar Buis Sonnant e Plougernevel.
Gant ur gevredigezh savet e 2019 e faota dezhe gwarantin amzer da zont ar produ hengounel-se...