Ul levr nevez diwar-benn Filomena Kadored, barzhez Bonen, e-kichen Rostrenen, zo deuet er-maez ar wask. Tri bloaz zo en devoa skrivet Michel Simon ul levr kentañ diwar oberenn gwerzaouet ar skrivagnerez, he c'hanaouennoù dreist-holl. Dalc'het en deus an hini a zo bet mestr-skol er vro da furchal en dielloù kozh a-benn kinnig un eil levrenn, diwar-benn ar marvailhoù hag ar pennadoù bet savet gant Filomena Kadored. Lârout a ra deomp da gentañ petra en deus plijet dezhañ e-barzh oberenn Filomena Kadored.