Armel Barazer zo deus an Oriant met bezañ 'neus familh kostez Koloreg, kreiz tre Menez Are hag ar Mine Du. Ennañ, bar Botlan, 'neva digoret daou vloaz zo, e vurev-studi, anvet Dour Douar. Pleal a ra gant ar sistemoù emren da buraat an dourioù lous, pleal a ra ivez deus silañ an dour-glô 'vit ar strollegezhioù hag a-wechoù deus an douaroù saotret gant an industriezh.
Ar sizhun-mañ 'vo lakaet ar gaoz gantañ war e damm hent, war ar sistemoù hengounel da silañ an dour lous, met ivez war ar sistemoù yac'husaat an dour a-drugarez d'ar plant !