E miz Here 2019 oa bet pedet ar ganerez Marthe Vassallo da gomz deus ar preder ha deus ar skiant prenet ganti. An dra-se oa e-kerzh ur c'hendiviz aozet gant ar gevredigezh La Talvera, en Albi. Ar c'hollok-se, diwar intrudu Okitaniz ha gant sikour Dastum Bro-Dreger, a ginnige lakaat ar gaoz war perzh ar maouezed e bed ar sonerezh. "Fantômes ambivalents et cocktails toxiques : être une femme en musique bretonne aujourd'hui". Sell aze titl ar brezegenn kinniget gant Marthe Vassallo. Ur gaoz a c'haller lenn ar skrid anezhi diwar lec'hienn ar ganerez.