Miz zo oa graet e Terrug, e Kerne-Izel, ur vodadeg da zifenn anvioù-lec'h brezhonek ar vro. Bec'h zo lakaet war hom yezh betek war dachenn al lec'hanvadurezh. Ar c'huzulioù-kêr 'ni zo en karg deus anvioù-lec'h o farrouz pe o c'humun. Met e meur a lec'h war ar maez, hervez kont, e faotfe d'ar Post eeunaat anvioù ar bilajennoù... Herve ar Gall, stourmer a-gozh ha skrivagner, zo konsailher 'ba Groñvel, e Kreiz Breizh. Hennezh zo perzh ivez e-barzh ur bodad-labour a zo en sell da niveriñ tier ar barrouz. Konto 'ra demp deus labour ar gomision-se ha deus ar stourmoù a zo da ren 'vit difenn glad anvioù-lec'h ar vro.