Digwener e Benac'h e oa graet gant tud ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh ur bilañs deus ar c'hampagn "Stop champs orange".
Ur c'hwitadenn eo ar plañ Ecophyto lakaet e plas gant ar gouarnamant e 2008 hervez Dour ha Stêrioù Breizh.
Er c'hontrol deus ar pezh a oa lakaet e-barzh ar plañ eo kresket an implij a louzeier amprevaned gant al labourerien-douar.
Ha loushoc'h-loushañ stêrioù Breizh abalamour d'al louzoù 'vit ar yeot da gentañ penn.
E fin miz Meurzh 2019 oa bet kinniget d'an dud mont war al lec'hienn "Sañtinell an Natur" evit lakaat e-barzh poltrejoù tennet gante deus parkeier suilhet gant al louzoù chimik.
Jean-Paul Runigo, deus ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh a lavar deomp petra zo kaoz e oa bet roet lañs d'ar c'hampagn "Stop champs orange".