Poltred Rozenn Grall, ur plac'h yaouank deus Karaez, a zo o chom hag o labourat e Karaez. Goude oa aet he diplom klañvdiourez ganti bloaz hanter zo he doa bet ur post en ospital, e-barzh EHPAD Keravel. Ganti e vo lakaet ar gaoz war he labour, war ar pezh a zo plijus ha war ar pezh a zo stertoc'h.
Rozenn Grall zo, ouzhpenn da se, arri nevez zo, e fin miz Genver 2019, e kuzul ar barrouz, war an tu kreñv, asambles gant tud al listenn "Karaez, kêr bev-buhezek ha kenskoazell". Ur resped politikel kentañ neuze hag un digarez da vont war tachennoù all evit hani ar yec'hed.