- Par Radio Bro Gwened
27 min 42 sec 06 août 2025
Ar Festival Etrekeltieg a zo 54 blez ar blez-mañ! Komañset oe bet ar gouel-se e 1971 tro-dro ur c’hoñkour evit bagadoù. "Gouel ar Biniou" a oa bet anvet ar festival neuze. A c'houde ar prantad-se eh eus bet ur bochad traoù o deus chañjet. Tem an abadenn-mañ e zo justawalc'h kas ur preder àr ar chañjamantoù er festival a-hed an amzer, teurel ur sell a gil hollek àr ar feson m'eo aet àr-raok.
Petra eo ar chañjamantoù pennañ a oe bet er gouel a c’houde ar penn kentañ? A fed aergelc’h, a fed ar publik, a fed spered ivez? Penaos eo ar programmadur hiriv e-keñver gwerzhall? pe c'hoazh, penaos eo aet àr-raok plas ar brezhoneg er gouel? Setu un nebeut goulennoù a zo bet lakaet ar gaoz àrne a-raok em soñjal d'ar mod ma wellont ar gouvidi dazont ar festival.
Gael Briand hag Alan Herve ha Momo Jouanno a oa bet kouviet evit kojeal ag an traoù-se.
Gael Briand a zo ezel kuzul-merañ ar fil, Alan Herve a zo a youl-vat a c'houde 45 blez ha Momo Jouanno a oe bet a youl-vat ivez ha kanet en doe er festival meur a wezh. Tud ag ar vro int o zri, anavet mat eo ar fil gete.
An abadenn a oa bet animet get Jañlug er Mouel hag Aodren Trehin.