Un dra bamus ! Un dra a-bouiz eit an dud ne ouiant ket na skriv na lenn. Ar vouezh. Hag ohpenn-sen, ar c'han. Ba an abadenn Kreiz Mintin-mañ e kanigan deoc'h selaou kanourian. Displeget vez gete penaost vez desket, klasket kanennoù pe c'hoazh ba pezh spered e vez kanet.
da getañ toud e vimp get Kristian Rivoalen. oet on d'hen welet ar sizhun baset
da heul e vimp get Kaorintin an Davay, ur c'hanour yaouañk
eit achiv e vimp get Jean Korrignan. Aterset oe bet 20 vlez 'zo get Loeiz Konan
Damp neuzen ! Sur on e vo klevet traoù interesus. Tosteit d'ar post neuzen !
Muzik :
Therese Darsel - Me zo miñ un denig yaouañ hag a zo desidet
Warsav - Laride
Djeli Moussa Conde - M'bemba
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel



