Ur c’haer a zeiz-ha-bloaz oa bet lidet e-pad « pont » hir Yaou Bask ! Hini Mouezh Paotred Breizh. 30 vloaz zo e oa bet savet al laz-kanañ gwazed. Hag ouzhpenn 400 sonadeg zo bet graet gante abaoe. Da lidañ an traoù war an ton bras e oa bet pedet 5 strollad all da gemer perzh er gouel ha da ginnig d’an dud sonadegoù betek disadorn. Ur gouel aozet gant sikour kêr Garaez ha leurenn Glenmor. Tost da gant pevar-ugent arzour zo bet o c’hoari da geñver an deiz-ha-bloaz mar plij ! Digwener 10 a viz Mae e oa bet ur sonadeg e iliz Poullaouen gant laz-kanañ Paotred Bro-Bagan ha Mouezh Paotred Breizh. Un digarez da c’houlennata kanerien eus ar strolladoù-se, Visant Abaziou ha Yann-Bêr Premel hag a zo eñ bet 20 vloaz o kanañ gant Paotred Breizh ha bet ivez e-mesk krouerien al laz-kanañ. Displeget o deus penaos e oa bet savet diwar atiz mignoned eus Bro-Gembre...
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
(Poltred Facebook MPB)