BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Meurzh 16 a viz Imbril

Avel em fenn - Par Radio Bro Gwened

16 avr.

Dans cet épisode
on discute :

Expression des langues et des cultures de Bretagne

Plouz & Foen a zo ur sapre daouad raperion, tapet ar maout gete e taol lañs GBB ar blez paset. Muioc'h àr o neventioù get Kadvael Jolivet alias Kavalou e penn kommañs an abadenn.

 

Pennad-kaoz ar sizhun: eil tamm an atersadenn a-ziàr an emlazh e bandenn Gaza. Un harzh-tenniñ a-benn" oa bet votet e miz Meurzh get Kuzul Surañtez an ABU (an ONU) ha n'eus bet efed ebet àr an dachenn. Muioc'h get Klaod an Intañv, besprezidant an AFPS Frañs Palestina Kengred doc'h mikro Tomaz Laken.

 

12 labour Asteriks a vez moian gwelet er prantad-mañ àr Brezhoweb. Muioc'h get Florent Grouin, karget ag ar produiñ evit ar chadenn tele àr internet hollvrehonek.

 

Keleier ar vro get Erwan Blanchard. Avel em fenn oa kinniget dre-eeun ge Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi.

Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA