Avel em fenn - Par Radio Bro Gwened
12 avril 2024
Galvet eo tud departamant Aodoù-an-Arvor ha pelloc’h da gejañ e Gwengamp disul da geñver ur vanifestadeg evit « hon sistem yec’hed hag hon surentez sokial ». Un dezerzh eo arru ar vro evit a sell ar yec’hed. Mankout a ra medesined boas, klasket e vez serriñ tier-gwilioudiñ pe servijoù trummadoù lakomp. Dimerc’her e oa bet emgav etre dilennidi eus ar vro, Annie C'hwerv, Pierre Saliou ha Visant ar Mo ha servijoù ministrerezh ar yec’hed. En emgav-se e oa bet komzet eus an degemer medesined eus Kuba da vastañ d’an ezhommoù war verr dermen ha da chom hep serriñ servijoù… Met n’eo ket graet ar jeu, se zo kaoz ez eus lakaet emgav ivez fenoz e Ti ar Vro Gwengamp da gomz eus ar strategiezh stourm da gas war-raok. Pedet eo an dud da zont da gaozeal eus kinnigoù war berr ha hir dermen : titlañ ar vedesined o deus bet un diplom e-maez Unvaniezh Europa ha kinnig dezhe labourat e Breizh, kreskiñ ar stummadurioù medesined e skolioù-meur ar vro pe c’hoazh studiañ a-dost azgoulennoù labourerien ar yec’hed da wellaat o buhez labour... Yann-Fañch Durand eus bodad difenn ospital Gwengamp a lavar hiroc’h deomp. Bet oa Tomaz Laken o kejañ outañ e-kreiz un diskouezadeg bet digoret ar sizhun-mañ dirak dor mediaoueg Gwengamp. Un diskouezadeg anvet « an arz da saveteiñ ar yec’hed »…
Emgav da 6e30 digwener 12 a viz Ebrel e Ti ar vro Gwengamp da gomz eus ar strategiezh stourm evit ar yec’hed er vro ha disul war parklec’h ar Roudourou da 2e goude kreisteiz evit un dibunadeg departamant !
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken