BOA logo

Avel em fenn - Yaou 25 a viz Genver

Avel em fenn - Par Radio Bro Gwened

25 janvier 2024

Dans cet épisode
on discute :

Expression des langues et des cultures de Bretagne

Yeun ar Gow oa marv e Gouezeg d'an 22 a viz-C'hwrevrer 1966 ha ret eo lâret an traoù evel m'emaint : ar re yaouank n'o deus klevet kaoz deuzoutañ peurvuiañ ha disoñjet eo bet e skridoù. Disadorn oa bet lakaet ur blakenn da enoriñ Yeun ar Gow war an ti lec'h m'eo ganet e Pleiben. Benjamin Bouard a zo bet e Gouezeg oc'h en em gavout gant Dominique Merrien evit kontañ deus an dra-se.

Ar gronikenn Las Entrevistas savet gant Anjela Stephan : Myrtha a zo mamm Pierina, 80 vloaz eo ha reiñ a ra he soñj war ar votadeg evit ur Bonreizh nevez a oa ba Bro Chile e miz Kerzu 2023.

Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel

Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Koupaia Mahé, masonerez war ar glad oc'h adkempenn gant an embregerezh ART Chapel Sant-Gwilhom e kreiz-kêr Sant-Brieg.

Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA