Avel em fenn - Par Radio Bro Gwened
12 janvier 2024
D'ar Sadorn 13 a viz Genver 2024 e vo ur vanifestadeg e Lannuon evit difenn ospitalioù ar vro. 'N eus ket voaien da wilioudiñ e Gwengamp ken abaoe un nebeut mizvezhioù, komzet 'vez a serriñ ar surjianerezh eno, komzet 'vez ivez deus urjañsoù Lannuon e vefe reoliataet, réguler e galleg, deus noz adalek miz Meurzh hag ospital Sant-Brieg a zo erruet gourleuniet. Adalek al lezenn Buzyn e vez savet raktresoù a gomz a vihanaat ospitalioù staliet war ar maez.
D'ar meurzh 9 a viz Genver e oa emvod-meur Komite Souten Ospital Gwengamp ha Yann-Fañch Durand a zo adstaget gant ur gargad ken-prezidant. Hag ul lizher, sinet gant 80 dilennad.ez deus ar vro a zo bet roet d'ar prefed d'ar merc'her 10 a viz Genver, Trefina Kerrain, dilennadez UDB e kuzul-kêr Lannuon he deus he sinet. Klevet 'vo o daou lâret o soñj war stad an ospitalioù ha politikerezh ar Stad war ar Yec'hed.