Avel em fenn - Par Radio Bro Gwened
16 juin 2023
E Breizh, er mizioù tremenet, eo aet war gresk ar c'hlemmoù savet da heul feulsterioù graet gant tud eus an tu dehoù-pellañ : kunujenniñ war internet, skignañ traktoù gouennelour, reiñ da grediñ zo bet lakaet ur vombezenn, livañ kroazioù kamm, tagañ tud, klask ampech arvestoù, gourdrouz lazhañ pe c'hoazh lakaat gwask war dilennidi lec'hel. Niverusoc'h-niverusañ ar feulsterioù met ne vez ket klevet kalz a bolitikourien er vro o kemer ar gaoz war ar sujed koulskoude...
Met e Rostrenn n'eo ket bet kont er-mod-se. Ouzhpenn 400 a dud oa bet o vanifestiñ er gêr-se d'ar 26 a viz Mae 2023. Ur respont d'an tagoù nazi bet graet eizhtez a-raok ouzh meur a savadur eus kêr : ouzh ti ar CGT, ouzh hini ar Sikour-Pobl hag ouzh restaorant ar « C'hebab aour ». Ha start e oa bet en deiz-se geriennoù Gwilhom Robig, maer Rostrenn... Ur reportaj digant Tomaz Laken ma vo klevet ivez soñj div blac'h eus ar vro.
Kerzhet oa bet gant an dud betek leur « ar Re Reizh » e-lec'h ma oa bet lakaet ur boked fleur skrivet warnañ « Solidaires contre l'intolérance ». Eno o devoa kimiadet an dud diwar Kanaouenn ar Bartizaned kanet ha sonet gant Rozenn Taleg ha Soaig Siberil...
Reportaj gant Tomaz Laken