BOA logo

Raktres skolaj Diwan : penaos prenañ Ar Genkiz e Perroz-Gireg ?

Avel em fenn - Par Radio Bro Gwened

19 mai 2023

Dans cet épisode
on discute :

Expression des langues et des cultures de Bretagne

Stank e oa an dud digwener tremenet en emvod-kelaouiñ aozet gant strollad « Ar Genkiz », e Perroz-Gireg. Ar Genkiz eo anv ar greizenn-vakañsiñ a c'hallfe dont da vezañ un adskolaj Diwan stag ouzh skolaj Plijidi. Tri bloaz zo emañ tud ar strollad o tifenn o raktres : adkempenn ar savadur da zegemer un c'hant skolajiad bennaket e pañsion e-pad an amzer-skol ha kement-all a labourerien-sezon e-pad an hañv...

 

Daou vilion a euroioù a goustfe prenañ an ti ha 700 000 a euroioù hepken adingaliñ anezhañ hervez ar strollad. Rak en ur stad mat-tre emañ. Met embannet oa bet gant departamant Aodoù-an-Arvor un nebeud deizioù zo ne oa ket e sell da brenañ al lec'h... Daoust ha posubl e vefe kas ar raktres da benn hep na vije kaset an traoù gant an departamant ? Tomaz Laken en doa graet ar goulenn ouzh Gireg Konan, bet kelenner e Diwan Plijidi ha perzh eus strollad « Ar Genkiz... Anne Bailh zo da glevout ivez er reportaj.

 

Da geñver an emvod en doa embannet an departamant e c'hallje harpañ ar raktres dre sikour Lannuon Treger Kumuniezh ha kêr Perroz a-drugarez da vonus ar c'hontrad tiriadel, ac'h a betek ur milion a euroioù. Goulenn a ra strollad « Ar Genkiz » ma vo kroget er raktres gant Diazezadur Publik Font Breizh a-benn prenañ buan ar savadur araok n'afe gant ar bromotourien.

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA