BOA logo

Ar minorelezhioù broadel

Soñjoù Dishual / Pensée Indocile - Par Radio Kreiz Breizh

32 min 9 sec 14 Du 2026

Dans cet épisode
on discute :

Ez-ofisiel, n’eus tamm minorelezh vroadel ebet er Frañs. An Elzasiz, an Euskariz, ar Vretoned, ar Gorsikaned, an Okitaned, Amerindianed Gwiana, ar Vahorezed hag ar Bolinezianed n’eus ket dioute evel strolladoù tud. N’int nemet « liammoù-stag douaroniel ». Perak eo ken tabou ar meizad-se er Frañs, pa vez implijet e lec’h all er bed ?

Er gronikenn-mañ e vo studiet da gentañ an termenadurioù disheñvel a zo eus ar meizad « minorelezh broadel ». Goude-se e vo gwelet penaos eo bet lakaet ar meizad a-gostez er Frañs hag e vo klasket perak : ingalded republikan, kemmesk etre ar vroad hag ar Stad, aon rak ar « gumuniezhouriezh »… Er fin e vo gwelet, gant Will Kymlicka, tout ar pezh a c’heller kompren a-drugarez d’ar meizad-se da geñver liesseurted an degouezhioù minorel, darempredoù a vestroniezh, donder istorel ha darempred gant ar sevenadur boutin. A-benn ar fin, daoust hag anavezout ar minorelezhioù broadel a vefe ur gourdrouz evit an unvezh politikel pe ur spi en un demokratelezh doujus evit ar liested ?

Ur gronikenn gant ar sokiologour Ronan 'r C'hoadig

Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2026 Radio BOA