Peoc'h ba'l loch ! - Par Radio Kreiz Breizh
1 heure 10 min 16 novembre 2026
"An heñvelreviadezh el lennegezh vrezhonek", sede tem an daol-grenn a oa bet e Gouel Levrioù Karaez d'ar Sadorn 24 a viz Here 2026. Meur a skrivagner hag ur skrivagnerez a oa bet o respont da c'houlennoù Erwan Hupel : Jil Penneg, Yann Fulub Dupuy, Laurence Lavrand, Goulc'han Kervella ha Jorj Abherve-Gwegen.
E-pad pell amzer n’eus ket bet anv el lennegezh vrezhonek eus merc’hed o karout merc’hed pe paotred-kar-paotred. Un dra guzh oa chomet, mezhus evit lod. Abaoe un toullad bloavezhioù avat ez eus bet savet meur a oberenn e brezhoneg diwar an danvez-se, danevelloù, barzhonegoù, kontadennoù, buhez-skridoù, romantoù…



