BOA logo

Gouel al levreier e Breizh : dizemglev diwar choaz ar prezidant a enor

Peoc'h ba'l loch ! - Par Radio Kreiz Breizh

14 min 8 sec 09 octobre 2025

Dans cet épisode
on discute :

Expression des langues et des cultures de Bretagne
Émissions culturelles

Ne vo ket Ferat Mehenni evit dont da Garaez e fin ar miz-mañ. Setu ar pezh a oa bet roet da c’houzout disul gant aozerien Gouel al levrioù e Breizh. Ar barzh ha politikour kabil a oa bet lakaet da brezidant ar saloñs e penn kentañ ar bloaz. Hag abaoe ez eus savet meur a vouezh a-enep ar choaz-se. Un dizemglev a oa bet taolet sklêrijenn warnañ digwener a-drugarez d’ur pennad embannet enlinenn gant ar gazetenn Ya ! Ur pennad skrivet gant un den ezel eus ar Gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell Kreiz Breizh hag a zo displeget ennañ dre ar munud pegen tost eo Ferat Mehenni hag e luskad dizalc’hour, ar MAK, ouzh Stad Izrael met ivez ouzh an tu dehoù pellañ gall.

Patrice Marquand, skriver ar pennad, en devoa respontet digwener da c’houlennoù Tomaz Laquaine.

Evit c’hoazh n’o deus ket aozerien Gouel al levrioù e Breizh embannet petra zo kaoz ne zeuio ket Ferat Mehenni da Garaez ha n’o deus ket respontet d’hom goulennoù.

Roet he doa Radio Kreiz Breizh da c’houzout da aozerien ar gouel ar sizhun dremenet ne gemerje ket perzh er gouel ar bloaz-mañ evit an abegoù displeget er pennad-kaoz.


Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2025 Radio BOA